Copyright © 2015 - 2017 - Mentions légales

AL LUNEDOÙ KENTAÑ E BEZHIN UN NEVEZADENN GANEOMP HEPKEN EVIT AR BED A-BEZH

 

al lunedoù kentañ e bezhin.

Naoned, ar merk lunedoù eus kornôg Frañs, a laka he spered war wel en he giziaoueg nevez, Dôn : doueezed ar mor.

Piv, paneve al luneder breton-se, stad ennañ ha paotr pennek, a vefe bet rakweler evit lakaat en e benn e c’hallfed sevel lunedoù diwar bezhin ? War-lerc’h ur bloavezh enklaskoù ha studiadennoù, war-lerc’h kantadoù a dresadennoù hag a daolioù-esa : setu Dôn, deuet e-maez ar mor da vat, ur c’hiziaoueg enni pevar seurt lunedoù a skiant vat ekologel, hag a sikour lakaat digreskiñ ar saotradur gant ar plastik en douar hag er mor.

 

Naoned & bezhin Breizh

 

Evit diazezañ he giziaoueg Dôn he deus en em glevet Naoned gant un embregerezh eus Breizh hag a labour war dachenn ar “gimiezh c’hlas”. Soñjet ez eus kerkent da Naoned e oa ar bezhin danvez enno, evit gwir, da vezañ implijet e-lec’h an danvezioù diwar tireoul. Dastumet e vez ar bezhin e Breizh, betek 250 km eus an aod, hag un danvez gantañ vertuzioù naturel eo : n’emañ ket en arvar da vont da hesk, adnevezet e vez buan, mat eo da roteliñ, ne vez ezhomm da zegas tamm danvez kimiek ebet na banne dour ebet evit gounit anezhañ. Ne vez ket implijet nemeur a energiezh zoken evit fardañ ar produioù.

 

Dôn, doueezed ar mor...

 

Pevar seurt lunedoù a ya d’ober enezeg ar c’hiziaoueg Dôn, o anvioù zo Molenez, Enez Sun, Litiri ha Banneg. Gant an anvioù-se, re inizi eus Breizh, e roer enor d’ar mor a zeu Dôn diwarnañ.

Dont a ra kened fraost ar bezhin war wel gant o gwazhiennoù dibar hag o liv. Fellet ez eus da Naoded lakaat dilufr eeun ha modern an danvez deuet eus ar mor da vont war un dro gant lufr ar metal alaouret abalamour da zegas kranded hardizh d’ar c’hiziaoueg.

 

>